Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/104

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 97 —

Ar Roue dre c’hoad ; ar gwiriou dre gannad.

Goude ann aotrou De Jenoud, ann aotrou Janvier, he alvokad, a lavaraz ivez traou euz ar re gaera. He gomzou a zo da veza pouezet, ha sulvuioc’h dre ’n abek ma oa liberal he-unan, hag unan euz a bennou braz ar c’houarnamant nevez.

« Ar rouaned kouezet divar ho zron, eme-z-han, a zo traou sakr evid eur rum dud a zo, tomm a galoun evel ma oa gwechall hor marc’heien. Diez braz eo dreist pep tra, d’ann dud kalounek-se choum klouar ha digar e kenver eur c’hrouadur koant, mad, eeun a spered, kollet gant-han he dad abarz genel, ha kaset kuit euz he vro da zek vloaz. Krouadur roeal, eme ann alvokad, n’ounn ket euz ar re ho deuz daoulinet enn dro d’as kavel, evel enn dro da eun aoter ; nag euz ar re ho deuz goulennet, evel eun aluzen, eur gomz euz da gomzouigou kenta, eur vignounach euz da vignounachou a vugel ; n’ounn ket euz a re a goueze d’ann douar dirak da vousc’harsin a levereur ken dudiuz, dirak da daol lagad a levereur kel lugernuz. N’ouzonn ket petra eo en em westla da eun den a gorf hag a spered evel ma rea gwechall marc’heien va bro ; n’ouzonn ket petra eo ober gwazouniez da eun den, ha koulskoude e kavann evid-oud em c’haloun teneredigez ha doujanz. Rak, kaer a zo lavaret, var da benn ez euz eul lezenn-gouarnamant hag a zo bet meur a gant vloaz lezenn garet ar Fransizien ; dre-z-hi eo deut va bro ar vro-veur. Al lezenn-ze e deuz da lekeat e niver ann dud misteriuz-se galvet gant Doue da zont araok pa lavaro. Muzellou ann