den a hell nac’h kement-se, he galoun n’her grai bikenn. — Den na oar petra c’hoarvezo enn amzer da zont ; den na oar petra a vir Doue d’ar c’hrouadur harluet e Buschtirhad, ha chetu perag e tiougan pep hini he donkadurez gant komzou ken dishenvel. Epad ma tiougan eur rumm d’ezhan buez baleand heritour ar Stuarded, pe maro melkoniuz mab Napoleon, eur rumm all, leun a fisians dre forz fealded, a red d’he gavout, d’ann deiz ma kuita he vugaleach, hag a lavar d’ezhan : — Herri, da zaludi a reomp hor Roue ; euz a Frans e teuomp as pez fisians enn-hi, rak fisians e deuz enn-oud. Herri, ren a ri var-n-omp evel ma ho deuz da dadou renet var hon tadou ; hogen gortoz eur pennad c’hoaz, kentoc’h eget digas gan-ez ar brezel-bro ; ar brezel-bro gand he gounnar hag he wastadur ; kentoc’h dreist pep tra eget distrei daved-omp gant zoudarded diavesidi. Gortoz eur pennad c’hoaz ; ann amzer na vank ket d’id ; en em gemer lak da poan evit beza eun deiz par d’az amzer ha par d’az vro. En em gemer da zastum var da benn galloud ha vertusiou da dud koz, hep ho heulia enn ho faziou, hag e kendalc’hi enn hon touez ar renadur roeal, nevezet evel eun all, hag ar revolusion he-unan a gouezo d’ann daoulin dirak da wir a vab hena hor rouaned. »
Er giz-se, eur proses great evit dua ha tamallout ar Fransizien a oa bet e Brag, ne reaz nemet lakaat kaozeal anezho e mad, dre bevar c’horn ar rouantelez. Ann holl a glevaz komzou kaer ann aotrou Janvier, liberal he-unan, hag a welaz penaoz ann dudchentil iaouank-se a oa eat da Brag nann da ober