Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/106

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 99 —

eur revolusion, mes da ziskleria ha da zerc’hel huel ato ar venoz-ma karet gand ar Fransizien :

roue dre c’hoad
ha gwiriou dre gannad !


————


Charles X hag ann Duk a Vourdel ne zalejont ket d’en em gavout e Lioben e peleac’h e oa choumet klanv ann Dukez a Verry. Ar blijadur e devoe ann Dukez o welout he bugale ken ampart ha kel laouen, ar stad a reaz anezhi ar Roue koz, ann Duk hag ann Dukez a Angoulem ha kals a Fransizien deuet gant-ho d’he gwelout, he digasaz iac’h enn eun taol. Ar vugale na ziskrogent mui diouc’h he daouzorn, ha na ehanent da boket d’ezho, evel pa ho divije bet c’hoant d’he dic’haoui euz ann holl boaniou e devoa gouzanvet. Mari-Karolin, o welout kemend a garantez enn he bugale, kemend a vadelez euz a berz he zud, a lavare, ann daelou enn he daoulagad : « Pell a oa ne oann ket bet ken euruz enn eur memes devez ! »

Distro da Brag, ann dud roeal a gemeraz a darre ho buez peoc’huz ha didrouz, hag ann Duk a Vourdel en em roaz gand mui a herr d’he studiou ha d’he labourou pemdesiek.

Ann Duk a Vourdel en devoa bet digant Doue ar pez a c’houlenne gwechal ann dud fur digant ann env, eur spered iac’h enn eur c’horf iachuz ; ha gwelet hon euz penaoz eo bet lekeat da dallout ann donezonou kaer-ze en devoa bet digant he grouer. Netra ne vankaz d’he zeskadurez : mistri diouc’h an dibab,