Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/108

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 101 —

Enn eul lizer d’ann Dukez a Verri, ann aotrou Frayssinous a lavare c’hoas : « Kredomp gant fisians e talc’ho ar Prins da veza ar pez a lavar beza ; beza ez euz enn he galoun hag enn he spered peadra da ober eun den honest, eur c’hristen mad, eur Roue braz. » Da ober ann tri den-ze euz he skolaer eo e poanie noz-deiz ar mestr mad ha meurbed enoruz.

Ar c’henta tra a reaz ann aotrou Frayssinous oc’h arruout e Prag a oe goulenn na vije paeet netra d’ezhan. « Eunn dever, eme-z-han, eo e teuann da ober ama, ha nann eur garg da dallout d’in enor hag arc’hant. » Enn eun amzer a grinder, evel ma ’z eo hon hini, enn eur vro e pehini ne rear mui netra nemet dre ann aour hag ann arc’hant, ha ne ket eun dudi klevout eur Roue koz didronet o c’hourc’hemen da unan euz he zujedi dont d’he gavout euz a dri c’hant leo, hag o welout ar zervicher mad o senti raktal.

Ar zervicher-se a zo eskop, daoubleget dindan ann oad hag ar c’hlenved ; n’euz fors, ne c’houlenn ket pe geid a zo da vont di, pe seurt temps amzer a zo dre eno, ne c’houlenn nemet eun dra, ha par ef-hen da zougen ar garg a genniger d’ezhan. Kerkent ha ma lavar he vignouned eo ret mont, e kuita he vro, he dud, hag he ehan, evit ober bolontez he Zoue hag he Roue. Hag erru enn he bost, ne c’houlenn nemet eur c’hras, ar c’hras na vezo paeet netra d’ezhan ! Chetu aze vertusiou Fransizien, chetu aze Bro-C’hall enn he huelded, enn he largentez, glan ha distag euz pep gounit. Perak eo ret mont d’he c’hlask d’ann harlu, ha tri c'hant leo diouz-omp ?