Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/11

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 4 —

taouarn hag enn ho kouiziegez, eme ar C’hont a Artoa d’ezhan, gand eur vouez daou-hanteret gand ann difronk [1]. »

Kerkent ha ma oe frankeat ar gouli, e tiredaz diout-han eur maread a c’hoad du. Ar pistigou a vihanaaz, hag ar Prins a denne easoc’h he alan ; hogen ar fizianz na greske tamm e spered ann Aotrou Dupuitren. Ann digor-ze euz ar bles a ziskoueze hanad awalc’h e oa trouc’het eur wazien enn diabarz, mes na wiet ket pehini a oa. Peb unan hep ken a wele e oa re zoun ar gouli evit beza biken pareet. Koulskoude labour-dourn ar vedesined a astennaz eun heur bennak he vuez d’ar Prins, hag a reaz d’ezhan ann tu da ziskouez mui-oc’h-mui he nerz hag he galouniez kristen. Ann Aotrou ’n Eskop a gomze d’ezhan a bep mare euz a Zoue, hag euz he Eternite ; ha Persoun Sant-Rok, he barres, a reaz d’ezhan sakramant ann Nouen. Ar Prins a anzave alies he faziou, ha kel lies-gueach ma tremene unan bennak euz he zervicherien e biou d’he wele, hen ho fede da dostaat, evid ober d’ezho he gimiad diveza ; « Deuz ma mignoun ker, eme-z-han da Nantouillet, deuz ma az briatiin evit ar weach diveza. »

Ar Prins a lavare alies : « Na petra am euz me great d’ann den-ze ? (Pa gomze euz he vuntrer ne rea nemet ann den anezhan). Eun den eo, emez-han, hag am euz bet marteze offanset. — Nann, va mab, eme ar C’hont a Artoa d’ezhan, n’hoc’h euz gwelet bis-

  1. Ar C’hont a Artoa, tad ann Duk a Verri a oe divezatoc’h Charles X. Loeiz XVIII ha Charles X a oa breudeur da Loeiz XVI ghillotinet epad ar revolution vraz.