Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/110

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 103 —

bet ar revolusionnerien kriz awalc’h evit lakaat d’ar maro eur c’hrouadur ker mad ha ker kalounek. Ar pez a zonjaz a c’hoarvezaz ar wech-ma da vihana. Ar varnourien a c’hortoaz eun devez bennak da c’houzout petra da ober ouz La Villat iaouank, hag epad ann amzer-ze e kouezaz ar mac’her Robespierr. Ar prizouniou a oe digoret, ha La Villat a oe rentet d’he gerent. Mes ann enkrez vraz a waskaz var he galoun, ar boan a lekeaz var he spered epad ann nosvez-se, ma renkaz gourenn ouc’h he dad evit ober d’ezhan mont kuit hag he lezel he-unan enn eur prizoun kalet hag e bars treid ar c’hillotin, a zigasaz he vleo gwenn-kann enn eunn nosvez. — Eunn den hag en doa great eun dra ken kaer enn he iaouankiz a oa mad, a gredann, da veza mignoun braz eur Bourbon.

Gant mistri ker mad ha tud ken vertuzuz enn dro d’ezhan, ann Duk a Vourdel na helle beza nemet ar pez ma ’z eo, eur galoun vad a zen, hag eur Prins kalounek. Nebeut amzer goude ma oe achu gant-han he studi, o veza eunn deiz oc’h ober eur bale e tu Kirchberg en em gavaz gant eunn interamant. Eun den paour eo a gaset d’ann douar ; eur belek hep ken a ie araok ar c’horf, ha var lerc’h den ebed, na kar na mignoun. Herri hag ann aotrou de Montbel pehini a ioa gant-han en em lekeaz var lerc’h ar c’horf hag hen heuliaz beteg ar vered. Eno daoulinet e kichen ar bez gant feiz ha doujanz eur gwir gristen, ar Prins a c’hortoaz ken na oe taolet douar var gorf ar paour keaz tremenet. Herri a oa neuze enn he driouec’h vloaz.

Daou vloaz araok ma achuaz he studi, en eur lenn