Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/112

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 105 —

enn-hoc’h ; ni gaso d’e-hoc’h kelou ar vro hag a zigaso d’ar vro kelou ac’hanoc’h : Ho tivroidigez a vezo skanvoc’h pa welfot ac’hanomp, ha ni gavo berroc’h ann amzer o komz alies ac’hanoc’h.


————


Epad ann tri bloaz ma choumaz c’hoaz ann dud roeal e Prag ne c’hoarvezaz netra enn ho zouez enn tu all d’ar pez a c’hoarveze bemdez. Ho buez a ioa peoc’huz ha didrouz evel e palez Holy-Rood. Ar Fransizien a zeue da bep mare d’ho gwelout a rea d’ezho kalz a frealzidigez, hag ho mont-dont a daole eun tammik levenez var ho melkoniou pemdesiek. E touez ar beachourien vad-ze a zeuaz da Brag, e tigouezaz unan hag a lekeaz finv ha beac’h var ann Duk a Vourdel ; ann aotrou Berrier a oa. Hano kaer ar breutaer braz, brud ar c’hannad ker galloudek enn he gomz, hag ar vad a rea ken alies d’ar vro e kambr ar gannaded, a oa eat pell a oa beteg Herri enn he harlu. Hag ar Prins a felle d’ezhan a-grenn en divije ann aotrou Berrier kelou mad anezhan da gas d’he vro. Mes ann aotrou Berrier o veza kouezet klanv enn eur arruout e Prag, a renkaz choum enn he wele meur a zevez ; ar pez a viraz out-han da welout ha da amproui ar Prins keit ha ma felle da he-man. Pa oa ann aotrou Berrier var vare da vont kuit, ann Duk a Vourdel a grogaz enn he zorn gand eur garantez vraz, hag a lavaraz d’ezhan : « Drouk am euz bet ouz ho klenved, dre ma en deuz miret ouz-in da dremen gan-e-hoc’h ann holl amzer am boa c’hoant. Poan a ra d’in ho kwelout o vont kuit ; mes