Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/114

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 107 —

ann Dey a Aljer kaset d’ezhan da Holy-Rood gant ann aotrou Charles Bourmont, ha dreist ann trousad armou-ze, eur banniel gwenn, ann hini a zouge ar Prins e penn he zoudarded vihan, pa oa krouadur. Enn tu all euz ar gambr, eun daol-armell ha var-n-ezhi eur stal-levriou, eun daol da skriva, enn akajou, ha var-n-ezhi levriou a relijion. Er gambr e pehini e kouske ar Prins ne oa ket pinvidikoc’h ann traou. Eur gweleik bihan, diginkl, hep ridochou na goloenn, hag a oa evel stag ouz ar voger. A-uz d’ar gwele eun daolen hag a oa skeudennet kaer var-n-ezhi Jezuz ha Mari-Madalen, eun all hag a ziskoueze Mari-Karolin e kreiz ar Vandeaned. var ann dorn deou eun daolik d’en em wiska, hag a-uz d’ezhi eur mellezour, ne oa nemet-han ebarz ar gambr. Enn tu all diou gordennik gloan ruz da zeni, great gant ann Dukez a Angoulem ha roet e prezant d’ar Prins. D’ann divez ; e kichen ar pot-fornigel pehini a zalc’he leac’h da siminal, e oa diou daolen sternet, portret ann Duk a Verri hag hini ann Dukez.

Enn dervesiou diveza a dremenaz ar Vourboned e Prag, ann Duk a Vourdel a gollaz unan euz tud he di, evit pehini en devoa eur garantez vraz. Kolas a reat anezhan, offisour koz hag en devoa gounezet he groaz var ann dachen vrezel. Great en devoa brezel he walc’h dre bevar c’horn ann Europa, hag e teuaz da vervel e touez ar Vourboned var al leac’hiou memes ma vrezelekeaz gwechall enn ho enep, gand armeou ar revolusion ha re Bonapart. Enn he bore maro, ann Duk a Vourdel a zeuaz alies da azeza e kichen he wele, da zerc’hel konfort d’ezhan. Fellout a reaz d’ar