Prins dreist pep tra en em gavout var al leac’h pa vije sakramantet ar zoudard koz. Goude ar gommunion, eul luc’heden a joa a baraz var dremm ar c’hlanvour pehini, daoust peger gwan a oa, a viraz he spered mad beteg ar fin. Trugarekaat ar reaz ar belek, hag ivez ar Prins iaouank, hag e lavaraz goustadik : « va heur ziveza n’ema ket hep frealzidigez pa eo deuet d’am gwelet var eun dro va Doue ha va Roue. » Herri a oa enn he zao er penn huella euz ar gwele, e peleac’h e oa bet var bennou he zaoulin epad ma oe roet d’ann hini klanv he zakramanchou diveza. Mab bihan Sant Loeiz a daole var ar zoudard kalounek eur zell kun ha trist, o welout edo var he dermen diveza. « Gwelit, eme-z-han d’ar re a oa eno, Kolas pehini en deuz great brezeliou ar revolusion, pehini a zo bet e ken alies a emgann brudet, Kolas a zo choumet ato kristen mad ha feal d’he Zoue, ha mervel a ra evel ma velit, gant sentidigez eur zant ha kourach eur zoudard kalounek. » Kolas a varvaz eur poulzadik goude.
Ar Vourboned a gwitaaz Prag evel ma ho devoa kuiteet Holy-Rood, gouelet ha kimiadet gand ann holl. Pa oa ar Roue koz o vont kuit ar beorien a lavare d’ezhan : « Distrei a reot enn hon touez adarre, rak pedet hon euz ann Aotrou Doue da zigas d’e-omp enn dro Ho Majeste. » Hag e gwirionez great a oa bet pedennou boutin e Prag dre urz ann Arc’heskop evit goulenn digant Doue n’ez aje ket ann dud roeal kuit. « Piou a hello bikenn dic’haoui ar bobl euz ar c’holl a ra, eme ann Arc’heskop santel, ar skouer vad a reont, ho madoberiou, ho