d’ezhan. Hogen pell e oe abarz dont iac’h tre. Ar stokaden a oa bet re gre ; choum a reaz eur pennad mad gwenn ha blank, hag al liou ruz ha livrin en devoa kent, na zeuaz adarre d’ezhan nemet eun daou pe dri miz divezatoc’h.
MARO CHARLES X.
Deuet e oa hanter miz here pa erruaz ar Vourboned e Goritz. Tostaat a rea ar goanv ; eun avel ien-sklas a zavaz euz a du ann hanter-noz ; ann erc’h a gouezaz epad meur a zevez ; ann holl en em zantaz kalz pe nebeut euz ar c’hemm amzer-ze, c’hoarvezet enn eun taol. Charles X he-unan na gavaz chenchamant ebed enn he stad ker iac’h ha biskoaz. Koulskoude gwelout a reat var-n-ezhan e komze aliesoc’h euz ar maro ; e komze aliesoc’h euz a Vro-C’hall, ha gant mui a deneredigez eget ne oa boazet da ober ; he gomz a zeue evel daouhanteret, hag ann daelou a zeue enn he zaoulagad. Maro unan euz he zervicherien ; maro ann aotrou Chabrol, bet ministr dindan-han ; maro Roue ar Saks, he vignoun hag he gamarad a oad, a daolaz enn he spered eun dristidigez hag eur velkoni digustum : Da c’houel ann holl zent e reaz he zevosionou. Antronoz e heuliaz penn da benn ofis ann anaonn, ha kan ann Dies iræ a douchaz he galoun mui eget n’en devoa great bete neuze. Distro enn he balez, e tisple-