Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/118

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 111 —

gaz dirak he vugale vihan meur a wersad euz ar proz kaer-se, hag e lavare d’ezho evel eur c’hrouadur, ar zonjou mad a oa deuet enn he spered epad ma ez oat oc’h he gana. « Ar c’homzou-ma : Recordare, Jesu pie, quod sum causa tuœ viœ, Ho pet envor, o va Jezuz, ez ounn bet kaoz d’ho peach poaniuz, ar c’homzou-ze, eme-z-han, ho deuz karget va c’haloun a fisians daoust peger braz pec’her ounn bet. » Neuze o tistrei ouz he dud all a ioa e kichen eno e lavaraz : « Ar zonj euz ar maro a zo eun dra talvoudek braz evit ar zilvidigez : hon lakaat a ra da evesaat var hon holl oberiou, hag e kreiz hor poaniou e tigas d’e-omp frealzidigez. »

D’ar bevare a viz du, gouel Sant Charles he batrom, e teuaz riou ha krinien d’ezhan epad ann offeren. Na hellaz ket mont da leina gand he dud ; goude lein e teuaz d’ar zal vraz hag e lavaraz d’ezho : « Gwall c’houan ounn ; mes c’hoant am euz bet dont d’ho kwelout, ha d’ho trugarekaat evit ar gwestlou hoc’h euz great evid-oun hirio. »

Euz a neuze ar c’hlenved a ieaz var wasaat taol-ha-taol. Ar c’hoant teurel a zeuaz d’ezhan, gant ar c’hlaz enn he izili, ar c’holera a oa gant-han. Ann aotrou Bougon he vedesin a c’houlennaz ma vije roet dioc’h-tu he zakramanchou d’ezhan. Ar c’hardinal Latil o tostaat ouz he wele, a gomzaz d’ezhan anezho, ha Charles X ho goulennaz he-unan gant hast. Goude he govesion e kaozeaz eur pennadik gand ar c’hardinal. « Ho trugarekaat a rann, eme-z-han, va mignoun ker, d’e-hoc’h e tleann ar zentidigez am euz bet e kenver bolontez Doue epad va buez, hag ar peoc’h