Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/124

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 117 —

larg ha roeal euz ar madou a oa choumet gant-han. He aluzennou ne oa muzul ebed d’ezho ; hag enn he harlu, e kavaz c’hoaz ann tu da ober vad da eur Roue all harluet evel-d-han. Gouzout mad a rear e kasaz kalz arc’hant da Dom Karlos, Roue Spagn dre c’hoad, ha kasset ivez kuit euz he stadou gand dispac’herien he vro.

Da bemp heur diouz ar mintin, hanv-goanv, e vije savet ann Duk hag ann Dukez a Angoulem. Neuze ez eant da glevout ann offeren genta da iliz veur ar barres. Eno e vijent gwelet alies, mesk-e-mesk gand ar bobl munud, o toslaat ouz ann daol zantel, hag o kemerout, gand eun deoliez skoueriuz meurbed, ann Hini a zo diskennet var ann douar evit tostaat ann eil ouz egile ann dud euz a bep stad, hag ober ac’hanomp holl bugale eur memes Tad. En eur zerc’hel da eur vuez ken didrouz ha ken distro, ann Duk a Angoulem a ouie mad penaoz tonkadurez ann Duk a Vourdel ne oa ket da ober evel-d-han. Kerkent eta ma oe achuet he studiou a zen iaouank e skol ann aotrou Frayssinous, e vennaz ober d’ezhan beachi, evit m’en divije gwelet dre ar bed ar pez en devoa desket enn he levriou, hag evit m’en divije great anaoudegez gant ann holl dud gwisiek ha brudet e pep bro. Neuze ’ta, gant ali ann aotrou Fraissinous, e c’halvaz euz a Frans da vlenia he niz enn he veachou skiantuz, tud anavezet kaer dre ho furnez hag ho c’halouniez, tud a vrezel ha var zouar ha var vor, tud a lezen ha boazet diouc’h ar c’hargou ar re huella.

Ann aotrou Fraissinous a guitaaz he skolaer roeal