Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/125

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 118 —

d’ann 29 a viz gwengolo 1838. Peur-c’hreat e oa he zeskadurez a zen iaouank. Derc’hent ann deiz ma tlie ann eskop santel en em lakaat enn hent, ar Prinz a vennaz kaozeal gant-han evit ar weach diveza, hag a zeuaz d’he gavout enn he gampr. He drugarekaat a reaz a greiz kaloun euz ar boan hag ann aked en devoa lekeat d’he gentelia epad keid amzer ; euz ar garantez vraz-se en devoa diskouezet enn he genver, o kuitaat he vro, hag oc’h ober eur veach ken hir, dre’n abek d’ezhan, daoust d’he oad braz ha d’he iec’hed pell a oa entre daou. « Great hoc’h euz evid-oun, eme ar Prins, ar pez ho poa en em garget da ober ; distrei a rit da Frans, ha mall eo d’e-hoc’h hen ober, evit prederia eur iec’hed hag hoc’h euz gwalleget pe uzet evid-oun. Koulskoude n’hellann ket en em ober gand ar zoujezon da veza dispartiet diouz-hoc’h evid-mad hag enn holl-d’ann-holl. Digaset hoc’h euz ama gan-e-hoc’h eur belek hag a garit dreist ar re all, hag a c’halvit hoc’h Eal-mad. Ha-ma, pa renkit mont kuit, gwestlit d’in he tigasot d’in ho migoun adarre a benn eur miz. Er c’hiz-se ho pezo bepred eur c’hannad em c’hichen, eun test euz va holl oberiou, eun den da lavarout d’e-hoc’h n’am bezo ket ankounac’heat ho kenteliou, ha ne oann ket dizellezek (indin) euz ar boan hoc’h euz kemeret gan-en. He welout a rit, eur zakrifis a c’houlennann c’hoaz digan-e-hoc’h. »

Enn eur lavarout ar c’homzou-ze, ar Prins a vriate ann eskop meurbed enoruz, hag a roe d’ezhan he bortred, var behini en devoa skrivet ar geriou-ma : D’ann Aotrou n’Eskop a Hermopolis, evel gwestl euz