vrudet a vije dre ar vro, burzudou Doue, ijinou ann dud, ha dreist pep tra ann dud gwisiek ha vertuzuz a bere en devoa klevet hano mad. He blijadur vrasa a oe dreist holl redek ha studia ann tachennou brezel brudet-kaer dre emgannou ha gounidou ar c’hallaoued e peb amzer ha peurgedget e amzer Napoleon. Er c’hiz-se, epad c’houec’h vloaz, da lavarout eo, adalek 1838 betek 1844, ann Duk a Vourdel a redaz hag a studiaz holl rouantelesiou ann Europa, nemet hini Frans hag hini Spagn. Al lezen a vannisamant douget enn he enep er bloaz 1831 a vire out-han na lakaje he dreid var ann douarou-ze gounezet ha kaereet epad keid amzer gand he dud.
Hag kavout a rafac’h-hu kalz a brinsed hag ho defe bet enn ho iaouankiz ann tu hag ar volontez da welout ha da zeski kement a draou, hag en deuz great ann Duk a Vourdel ? Evid-oun-me n’ho anavezann ket.
Leveromp brema eur ger bennak var ar veach a reaz ann Duk a Vourdel e Rom, e divez ar bloaz 1839. Tri abek dreist ar re all en devoa ar Prins da ober ar veach-se. Fellout a reé d’ezhan diskouez ne oa dindan beli gouarnamant ebed, evit-han da veza harluet euz he vro, ha penaoz netra na virje out-han da vont ha da zont dre ar bed, pa vije eur gounid