Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/128

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 121 —

bennak da ober evit he enor hag he zeskadurez. — Fellout a ree d’ezhan gwelout hon Tad Santel ar Pab, hag ar burzudou a bep seurt a bere eo karget ar ger a Rom. — Fellout a ree d’ezhan dreist holl en em ziskouez d’ar bed evit ar pez ma oa, hag e Rom e kavje bepred eun niver braz a dud gwisiek, a beb oad hag a beb stad, ken euz a Frans ken euz ar broiou all, gwestl e pep fesoun d’he studia ha da lavarout petra oa. Mall a oa gant-han ober ar veach-se, rak he enebourien, hag he gerent zo ken ann Orleaned pa eo ret ho henvel, na ehanent da hada gwall vrud divar he goust. He zeskadurez, eme-z-ho, a oa manket enn holl d’ann holl ; ann dud a ioa bet en dro d’ezhan n’ho devoa karget he benn nemet a venosiou balc’h hag amzere ; ne hunvree nemet renadur absolut, hag ann dud var bere e tlie ren eun devez, ne oant dirak he zaoulagad nemet sklaved displet, great evit dougen ar ieo ha plega d’he volontez. Houn-nez a oa, var ho lavar, ann deskadurez roet d’ar Prins gand ann Eskop a Hermopolis ann aotrou Fraissinous. Oc’hpenn-ze, oc’h ho c’hlevout, ann Duk a Vourdel a ioa eun den iaouank klanvuz, eur Prins bervelet. — Ret e oa eta da Herri mont da Rom, ha mont a reaz. Hogen na eaz ket hep poan nag enebiez.

Kalz a dalie da c’houarnamant Frans kretaat ha kenderc’hel, ar gwall-vrud-se var ann Duk a Vourdel. Pedi a reaz eta impalaër ann Aotrich da zerc’hel strisoc’h var ar Prins iaouank, ha da virout na ’z ache er meaz euz he stadou. Gand eur pennad dievested, eme kannad Bro-C’hall, ann Duk a Vourdel a helfe enn em deurel e Frans, ha beza kiriek da galz a reu-