Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/13

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 6 —

est-ne spes aliqua salutis ? Ar pez a zo : « Ha choum a ra c’hoaz eun esperanz bennak d’he zavetei ! » Eun hejik-penn a oe ar respount. E do neuze var dro pemp heur diouc’h ar mintin, hag ann deiz a darze. Ann Aotrou Dupuitren, o welout e tostee ann termen diveza, a bedaz ar Roue da vont kuit, ha da gas gant-han ann dud roeal ! « Aotrou Dupuitren, eme ar Roue, n’em euz ket aoun rag ar gwel euz ar maro ; a-hend all eun dleat diveza am euz da ober e kenver va niz ! » (Serra he zaoulagad d’ezhan).

Ann Aotrou Dupuitren, o veza n’en devoa mui netra da ober evel menesin, a choume e kichen gwele ar Prins da zellout ha da zonjal. « Bete neuze, eme-z-han, enn eur skrid-danevel var varo ann Duk, bete neuze prederiet holl ken a gorf ken a spered o klask soulaji ar Prins, n’em boa guelet netra euz ar pez a dremene el leac’h ma edonn. Hogen neuze ec’h helliz gwelout ann anken hag ar c’hlac’har a ioa enn dro d’in. Glac’har ann Dukez a Verri a ioa tro-e-tro huel, estlammuz, tener, prederiuz. He c’hemeret ho pije nann evid eur vaouez, mes evid eun Eal digaset gand Doue da gonforti ar Prinz reuzeudik. Glac’har ann Dukez a Angoulem a choume dounoc’h ebarz er galoun. Azezet e vije peur liesa e hichen ann Dukez a Orleann, eur gammed bennak diouc’h ar gwele, he fenn kouezet var he c’haloun, hag he c’haloun stanket gand ann huanadennou. Lavaret ho pije oc’h he gwelout : « Re e deuz gouelet bete vrema, n’euz mui a zaelou enn he daoulagad. » [1] Gla-

  1. Ann Dukez a Angoulem a oa merc’h da Loeiz XVI ha da Vari-Antoinetta, ho daou dibennet gant republikaned 1793.