Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/132

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 125 —

E keid-se, kannad ar Pales roeal, [1] o klevout edo ann duk a Vourdel e Rom, a gredaz e oa great goab anezhan, hag a bignaz var he gezek-braz. Ret e oa d’ezhan skriva d’e c’houarnamant ann enep kaer d’ar pez en devoa kemennet d’ezhan eun devez bennag a-raok. Hag evit eun den huel-savet, neket eun dra eaz anzao ez oar bet trec’het, goude beza great kana Te Deum ar gounid. Daoust da ze en em denna a reaz evel ma hellaz, enn eur ober fors trouz ha gourdrouz. Enn he lizer da vinistred ar Pales roeal, e lavare hag e aslavare a zevri, penaoz ann Duk a Vourdel, o tont da Rom hep tremen-hent, en devoa great eur follentez a zen iaouank ha netra ken, eur gwir achapaden euz a behini en divije keuz, ha pehini a droje evit he zizenor ; hag en em garga a ree da lakaat he gas kuit euz a Rom, ma rea kement-se plijadur d’ar Palez roeal. Ministred ar Pales roeal, ato prest, evel ma ouzor, da vont var arbenn ann taoliou kaer, a skrivaz d’ar c’hannad en devoa da c’houlenn ha da ober ma vije boutet ann Duk a Vourdel er meaz. Ar c’hannad a reaz he gefridi ; mes Rom na venne ket evel-d-han. Ar c’hannad a lekeaz gourdrouzou var benn he c’houlenn, hag ann traou a droaz tu. Ne oa mui hano euz a eun digemer fall pe vad, great pe reuzet d’ann Duk a Vourdel, enor ar gear a Rom eo a oa da zifenn. Rogoni gouarnamant Bro C’hall hag hini he gannad a c’hlazaz ann holl. Ar Pap a reuzaz a grenn ober ar pez a c’houlenne ar Pales roeal, hag a respontaz d’he gannad evel-henn : « Rom a zo eul leac’h a

  1. Ar palez roeal a oa ti Loeiz Felep, hag a zo lekeat ama eleac’h Loeiz Felep he-unan hag he vinistred.