Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/138

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 131 —

glevann lavarout ac’hanoc’h a ra d’am c’haloun eur blijadur vraz. Karet e viot mar bezit Roue ; keuz a vezo d’e-hoc’h, ma na vezit ket. »


————


D’ann eiz a viz kenver ann Duk a Vourdel a guitaaz Rom evit eun dervez bennak, evit mont bete Napl, da welout he eontr, breur he vamm, Roue ann diou Sisilia. Eur pales kaer a oe aozet evit-han eno, hag eun digemer skeduz a oe great d’ezhan. Eur c’houard var gezek a ieaz var he arbenn eur pennadik er meaz a gear ; kear a oe goulaouet epad ann noz, hobadennou muzik a oe great, hag antronoz e oe roet eun arvest roeal e sal vraz Sant-Charles. Ebarz letrin ar Roue, e touez eur maread a brinsed goloet a aour hag a ziamanchou, eun den iaouank, gwisket e glaz-pers, egiz ann dudchentil e Frans, a denne var-n-ezhan daoulagad ann holl ; ann Duk a Vourdel e oa.

Kalz a Fransizien a ieaz da heul ann Duk a Vourdel da Napl, evit diskoues pegement her c’harent, ha pegement a fouge ho devoa gant-han. Ar Prins a veve e Napl evel e Rom. Al loden vihana euz he amzer a roe da dud al Lez ha d’ann dereadegez euz he stad, eul loden all d’ar Fransizien a zeue d’he welout, hag ann darn vrasa da welout ha da studia ar pez a helle kas araok he zeskadurez.

Eun diskouez-soudarded a oe great enn he enor, epad pehini en devoe eur blijadur dudiuz meurbed. Eur rejimant a welaz gwisket enn holl d’ann holl evel ma oa ar c’hward roeal e Paris. Herri en em lezaz eur pennad da gredi edo c’hoaz e kreiz ar c’hreu-