nadourien gaer-ze evit pere en devoa, pa oa krouadur, eur pleg ker kalouniuz. Ar Prins a welaz, e Napl ha var dro, ar pez a wel ann holl veachourien all, Pompeia, Herkulanom, ha dislounk-tan ar Vezuv. O vonet da venez Vezuv, e oe gant-han eur varc’hekaden Fransizien iaouank, pere a choume eun tammik var he lerc’h dre enor hag azaouez. Herri, o welout se, a griaz d’ezho : « Araok, araok, aotrounez, e pep tu d’in e fell d’in ho kavout ! »
Antronoz e oe great eun dro vale var vor. Ann amzer a oa kaer ha seder, eur gwir zevez a Italia, pa en em glev ann env ann douar hag ar mor da rei plijadur da galoun mab-den. Ar vag skanv, he goueliou c’houezet gand eun ezenik klouar ha flour, a neuie etrezeg Iskia. Ann aotrou de Miramon a gane ker kaer soniou dous ha tener var garantez kaloun ann den evid he vamm-bro, ha var velkoni ann dud keiz koundaonet da veva pell diout-hi. Ann holl a ziskane d’he zon, ha lod a ouele. Ar gaoz a gouezaz goude var ar bariou amzer hag ar stourm vor a zav avechou enn eun taol var al leac’hiou-ze ; Unan bennak a lavaraz : « Ma c’hoarfe d’e-omp beza taolet var aochou ann Afrika, var zouar ann Aljeri, petra rafemp-ni ? — Petra rafemp-ni, eme Herri, en eur vousc’hoarzin ? Kemer bep a fuzill, mont d’ann Arabed, ober eur frot d’ezho, ha distrei d’hon lestr, goude beza goulennet digant ar zoudarded hor c’henvroiz ha kountant a oant ac’hanomp. »
D’ar seiz var-n-ugent a viz kenver, 1840, ann Duk a Vourdel a oa distro e Rom. Ar pab en devoa kaset eur c’hward a enor var he arbenn, daoust petra