c’har ann Duk a Angoulem a oa eveziek ha leun a religion ; ann ear anezhan hep ken a lavare « Ioul Doue bezet great ! » Ne guitaaz morse penn-wele he vreur muia-karet. Ann Duk a Vourbon, Prins a Gonde, a ioa eno evel pa en divije gwelet o vervel he vab ha na oa nemet-han, au Duk a Enghien, lazet ivez epad eun noz, dre urz Napoleon I. Glac’har ar C’hont a Artoa a ioa glac’har eun tad tener ; kaer en devoa, n’elle ket mirout da ouela ha da zifrounka. Glac’har a Roue a oa solenn ha seder. Dereadegez ar Roue a drec’he var galoun ann den, hag a bare a-walc’h var he zremm nec’het. »
« Epad ma oa ann oll drifiet enn doare-ze, eur gomz a esperanz a zeuaz euz ar gwele a varo memez. Ar Prins o klask dousaat da c’hlac’har ann Dukez he bried, pehini na helle mui, a lavaraz : Karolin geaz, sonjit da vihana er c’hrouadur a zougit etre ho taou-gostez. Ar gomz-se a stokaz e kalonou ann holl, hag a dreuzaz rouantelez Frans evel eul luc’heden a gonfort kaset gand dourn Doue he-unan. »
Goude ar gomz-se, eme ann aotrou Dupuitren, ann tenn-alan a gouezaz enn eun taol. Evit dastum ar pez a choume c’hoaz euz a eur vuez hag a ie kuit, e c’houlenjomp eur mellezour. Ar Roue a roaz he vouest-butun, euz a behini e lekejomp ar weren var muzellou ha var zifroun ar Prins. Ar weren ne zastumaz brumen ebed ; eat a oa ar vuez kuit. Mab bihan Herri IV ha Loeiz XIV a oa tremenet. Edo neuze c’houec’h heur diouc’h ar mintin. »
Ha peur c’hreat eo, a c’houlennaz ar Roue ? Den na respontaz..... Ar pez a oa gwelet eno neuze a