Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/140

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 133 —

lavarje ar Pales-Roeal. Goude daou zevez fest, roet d’ezhan, unan gand ann aotrou Pastoret, hag egile gand ar Brinses Doria, e pehini e oe digemeret dre ar c’han gall a Herri Pevare, ar Prins a guitaaz Rom evit mad. Eun eil emwel en devoa bet digant ar Pab, ha choum a reaz eur pennad mad a amzer enn he gampr. Pa zeuaz er meaz, e touge var he zremm merkou hanad euz he estlamm hag euz he zoujanz. Ann den koz ha santel, pehini divar gador Sant Per, a ren var bed ann eneou, hag heritour iaouank ar rouaned-ze, hanvet gwechall mipien henan hor Mamm Zantel ann iliz, en em gavaz tenerreet ho daou oc’h en em welout eur weach c’hoaz dremm oc’h dremm ann eil gant egile. Vikel Jezuz Krist a zantaz enn he galoun eun deneredigez a dad evit ann den iaouank kaset kuit euz a rouantelez he dud, hag euz a behini ann amzer da zont a oa eur sekret, henvel euz al levriou-ze a bere e komz ar skritur, siellet euz a zeiz siel gant dourn ann Eal.

Eur varc’hegaden gaer a Fransizien a ieaz da ambroug ar Prins eur pennad mad euz a Rom. Ar c’himiad etre-z-ho a oe trist ha tavedek. Herri a waskaz ann dourn d’ezho holl, en eur lezel gant peb unan anezho eur skeudennik euz he balez e Rom ; ha var behini en devoa skrivet he-unan ar giriou-ma : Envor euz hor beach e Rom.

D’ann nao a viz c’houevrer, ann Duk a Vourdel a zigoueze e Florans. Ar gear-vamm-ze d’ar skianchou ha d’ann ijinou kaer, hen digemeraz gant bar-levenez. Eur c’hward a enor a ioa deuet var he arbenn, enn dro d’he garr e kerze var gezek ann huella tudchentil