Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/141

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 134 —

euz a gear, hag ar bobl enn he bez a zigarge var he hent evit he welout, he anaout, he garout. Diskenn a reaz enn eun ti annezet evit-han, hag e pehini en em gave dija eun ugent bennak a Fransizien. Pa glevaz ar Prins e oa Fransizien eno, e fellaz d’ezhan ho gwelout dioc’h-tu. Dont a rejont, ha digemerout a reaz anezho, he zillad c’hoaz goloet a boultren evel pa ziskennaz euz he garrons. Antronoz ann Duk a Doskan en em hastaz da genniga d’ezhan eur pales kaer. Herri a réuzaz, hag a lavaraz d’ezhan : « Drouk na vezet gan-e-hoc’h, Aotrou Duk, e choumfenn ama, ama emaounn e kreiz va c’henvroiz. »

Eun niver braz a Fransizien en em gavaz raktal e Florans, evel enn holl geariou e pere e tlie ann Duk tremen eun dervez bennak. Henvel a rinn daou anezho, anavezet mad gand ar vretouned, ar jeneral Jozef Kadoudal, ha Markiz Guebriand. Ann Duk a Vourdel a reaz e Florans ar pez a reaz e Rom ; gwelout ann traou a ioa da welout, ha plijout d’ann holl. Eno e kavaz labouradek vrudet ann Demezell de Faveau, vandeanez ker kalounek ha ma oa maouez a spered. He micher a oa kizella skeudennou pe portrejou e marbr ; ober a reaz hini ann Duk a Vourdel, hag oc’h he welout ho pije lavaret e oa buez enn-han. Ar Prins a ieaz ivez gand plijadur da welout labouradek eur c’hizelleur all hanvet Bertholoni. Hema a oa eur republikan koz. Digemer a reaz ar Prins gand ann esmaë ar vrasa, ha pa oa eat kuit, e lavaraz gand estlamm : « Me garje beza bet hirio em femp bloaz var-n-ugent, great am bije dre envor skeuden ann Duk, ha bet e vije Roue ar Rouaned. »