Euz a Florans ann Duk a Vourdel a dremenaz dre Bologn ha Ferrar, hag e peb leac’h e oe great d’ezhan ar memes enoriou. Ne zaleaz mui e neb leac’h, rak mall a oa gant-han gwelout pelloc’h he gerent meurbed karet. Erruout a reaz eta e Goritz iac’h ha laouen, o veza bet var dro pemp miz oc’h ober he veach.
Tud ha na ouzont ober netra nemet dre c’heier ha dre fallagriez, ho deuz bet embannet ha roet da gredi dre ma ho deuz gallet, penaoz ar Vourboned na zeujont e Frans, pa gouezaz Bonapart, nemet e kreiz armeou ar broiou all ; hag e oa ret d’ar vro ho c’hemer droug ha mad gant-hi, pe beza flastret. Ar gaou-ze a zo anaveet ha dislavaret gant kement den a oa e Frans enn amzer ze ; ann holl a oar e c’houlennaz ar vro hec’h-unan ar Vourboned evel he gwir Brinsed ; ann holl ho deuz sonj pegement a Joa, a beoc’h hag a eurvad a zigasaz d’e-omp ho distro enn hon touez. Mad, hirio enn deiz, ar memes rumm dud a zalc’h c’hoaz da lavaret penaoz Herri V, pe ann Duk a Vourdel a zo sonj da zont abred pe zivezat da c’houlenn he gurunen, e penn armeou ar broiou all digaset gant-han var he vro. Herri n’en deuz ehanet morse d’en em zevel enep eur gaou ker braz ha ker malisiuz, hag er bloaz 1840, e kavaz ann tu da ziskouez d’ar bed holl peger pell ema euz he spered eur