zonj ken argarzuz. D’ar bemzek a viz gouere 1840, ar Rusia, ann Aotrich, ar Prus ha Bro-Zaoz en em glevaz da aoza etre-z-ho aferiou ar Zao-heol, hep lavarout netra da Frans, ha zoken drouk ha mad gant Frans. Dare e oa bet da gement-se lakaat brezel da zevel etre ar broiou-ze ha rouantelez Frans. Mad, ann Duk a Vourdel pehini a ioa var vare da gemer a nevez he droiou bale ha da vont d’ar Prus ha da Vro-Zaoz, a ziskleriaz grons n’ez aje ket d’ar broiou-ze na da hini all e bed, epad ma vije hano a vrezel etre-z-ho hag he vro. D’ar mare-ze eun dichentil enoruz, ann Duk a Glermont-Tonnerr o veza lavaret d’ar Prins, o kimiada out-han : « Hep dale marteze ho kwelimp e Frans, » Herri a respountaz : « Ia mar bezann galvet gand va bro, er c’hiz all, bikenn. » D’ar mare-ze c’hoaz en em gavaz ar Prins gand eun ofisour iaouank euz a Frans, pehini en devoa en em engwestlet da zervicha e armeou ann Aotrich, hag Herri a lavaraz d’ezhan : « Kredi mad a rann, Aotrou, e tilesot ho karg, mar sav brezel etre Frans hag ann Aotrich. »
Pa c’houlennaz ar c’houarnamant tri c’hant milioun digant ar vro, evit sevel mogeriou ha kreou brezel en dro da Baris, ann Aotrou Persil e kambr ar Bared, hag ann Aotrou Thiers e kambr ar Gannaded, a gredaz lavarout ec’h halje a-walc’h ann Duk a Vourdel digas var he vro armeou ar rouanteleziou all, hag e oa mad lakaat Paris e stad da herzel out-ho. Mignouned Herri e barz ann diou gampr en em zavaz holl, ha drouk enn-ho, da deurel pell diout-han eun tamall ken diwir, hag ann Aotrou de Breze a lavaraz dre