Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/144

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 137 —

ziou wech ar c’homzou nerzuz-ma : « Nann bikenn ne deuio Herri a Frans enn doare-ze daved-omp ; me respount anezhan kaloun evit kaloun, korf evit korf. » Dre ziou wech e lavaraz ar c’homzou-ze dre ’n abek d’ann trouz a rea he enebourien evit mirout na vije klevet. Hogen klevet a oe he gomzou dre vro Frans penn da benn ; hag ar roealisted a zavaz holl da lavarout ar memes tra. Eur skrid a rejont neuze evit diskleria d’ar vro pere oa ho menosiou e feat gouarnamant, e ken kaz ma teuje Herri en dro, ha den skiantet ebed e Frans na gavo da lavarout var ann traou ho deuz sinet.

Eat e oa trouz a brezel ebiou ; Bro-Frans e devoa en em glevet gand ar rouantelesiou all, hag ann Duk a Vourdel en em aoze da ober he valeadennou e rouantelez Prus hag e Bro-Zaoz, pa c’hoarvezaz gant-han eur gwall daol pehini en dalc’haz er gear epad daou vloaz.


————


D’an eiz var-n-ugent a viz gouere 1841, ar Prins a ie var varc’h euz a Girchberg da Skrem, gand ann Aotrou de Lok-Maria, hag ann Aotrou de Foresta. He varc’h a ioa eul loen iaouank leun a vuez hag a dan. Eur pennad mad euz ar c’hastel, enn eun hent doun ha striz, e tigouezjont gand eur c’harr goloet gand eul liser wenn. Ar marc’h a gemer aoun, a zraskl dindan he varc’hegour, hag a lavar ne iei ket pelloc’h. Unan euz ann dudchentil a oa da heul ar Prins a fell d’ezhan tremen a raok, da rei hardisted d’ar marc’h ; mes Herri a ra zin d’ezhan da choum, rak fellout a ra d’ezhan pennekaat he loen, hag e ro d’ezhan ar