Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/145

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 138 —

c’hentrou enn he gostou. Ar marc’h kounnaret, a zav ploum var he dreid a-dré, hag a gouez var chouk he gil, he varc’hegour dindanna. Eul lamm evel-se a zo peurvuia marvel. Ar Prins, hep beza kuiteet na dipr na stleukou, en em gave enn he c’hwen, hag ar marc’h a zouge euz he holl bouez var eur vorzad d’ezhan. Gand eun dourn a choume d’ezhan dispak, ar Prins a skoaz var ar marc’h da ober d’ezhan sevel, hag hema, enn eur ober eun taolad bec’h, pehini a reaz eur boan skrijuz d’ar Prins en em gavaz adarre var he dreid. Neuze Herri a lavaraz : « N’hellan mui en em zerc’hel, ret eo klask eur c’harr, santout a rann em euz eur vorzad torret. » O welout ann Aotrou de Foresta, evel ann dudchentil all, gwenn-kann gand ar strafill hag ann nec’h, e lavaraz d’ezhan : « N’eut ket gand al liou-ze da Girchberg, spounta a rafac’h va moereb ha va c’hoar. »

Ar c’har a zigouezaz hag ar Prins a oe douget ebarz. Pedeir heur a lekejont da zont d’ar c’hastel, o veza ma oant eat dija pell, ha ma oa diez braz ann henchou. Gloasiou ar Prins a oa braz, mes ato gouzanvet gand eur galoun brasoc’h c’hoaz. E hanter ann hent ec’h arruaz gand ann c’harr medesin mad ann ti, ann Aotrou Bougon, pehini a zirede trist ha nec’het, evel da nozvez ann 13 a viz c’houevrer. Anaout a reaz e oa torret ar vorzad peuz dost da gorn al lez, hag ez ejont gand ann hent. C’houec’h den divar ar meaz a skoazelle ar c’harr evit bihanaat ar strons ; hag e kreiz ar ward-ze e tigouezaz Herri a Frans e kastel Kirchberg. Na hellann na skriva na lavarout ar stad truezuz e pehini edo ann Dukez a