Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/146

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 139 —

Angoulem. Ann Duk a Angoulem a oa tost da vad ken rouestlet ha ken glac’haret hag hi. Ann Demezell Loeiza, na guitee mui he breur ; choum a ree enn he gichen dilavar, dislivet, efreizet. Evit Herri, lavarout a rea d’he dud, n’ho devoa ket leac’h d’en em enkrezi kement-ze, ne oa riskl ebed d’ezhan da vervel. Ha daoust peger braz a oa he boan, e choumaz ato dizaouzan ha laouen. Eun dra hep ken a rea poan [[Reizh|sperep|spered}} d’ezhan ; ha gallout a raje c’hoaz mont var varc’h ? Pa en devoe ann Aotrou Bougon lavaret d’ezhan ec’h halje mont, e teuaz seder ha dizoan tre.


————


Pevar devez ne oa kent, e oa eat ann Dukez a Verri kuit euz a Girschberg. Edo c’hoaz e Vienn. Eur c’hannad a zigasaz d’ezhi ar c’helou trist d’ann nao var-n-ugent e tro kuz heol. Petra bennak ma en devoa Herri gourc’hemennet d’ar c’hannad trei ha poeza he gomzou, enn hevelep fesoun na vije ket strafillet he vamm, ann Dukez a ziblaz raktal hag a reaz hent epad ann noz. Ann Dukez a Verri a ioa glac’haret, mes ne doa aoun ebed ; abaoue ann deiz ma c’hanaz he mab, e krede ato en devoa Doue eunn dra vraz bennak da ober gant-han, ar zonj-ze a oa deut evel eur greden a feiz evit-hi. Pa erruaz e Kirschberg mintin mad, e kavaz ann Duk a Angoulem e kichen he mab ; falvezet a oe d’ezhan tremen he-unan ann nozvez genta gand he niz. Kerkent ha ma’z eaz ann Dukez er gampr, Herri en em hastaz da lavarout d’ezhi n’en doa nemet eun draik bennak torret enn he c’har, hag ez aje hep dale he-unan da gas d’ezhi euz he gelou beteg Brunze.