Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/150

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 143 —

beza bet amzer d’en em lakaat e stad. Sonjen genta ann Duk a Angoulem a oe da ober kanv. « Hervez kenteliou ann Aviel, eme-z-han, e tleomp diskouez e pardonomp, hag he karomp, e gwir gristenien, ar re ho deuz great drouk d’e-omp. » Koulskoude o veza great he zonj gwelloc’h, e chenchaz mennoz, hag e lavaraz d’he dud : « Nann, na zougimp ket dillad kanv, rak kement-se a helfe beza kemeret evit eur gentel roet gan-e-omp da di ann Orleanned, pere na rejont ket a ganv d’am zad, da behini e tlient koulskoude kement a anaoudegez-vad. Kanv a raimp, ha pedi a raimp evit ar prins dirak Doue hepken. »

Antronoz e oe kanet eur zervich e chapell kastel Kirchberg evit repoz-van ann Duk a Orleann ; ha tri c’heaz forbannet, mab Charles X, merc’h Loeiz XVI, ha merc’h ann Duk a Verri, a dostee ouz ann daol zantel, evit rei mui a nerz hag a dalvoudegez d’ar pedennou a gasent da Zoue, evit ma plijche gant-han digemerout enn he drugarez mab henan Roue nevez ar Fransizien.

Tra zouezuz ! Ann Duk a Vourdel pehini a glevaz ar c’helou trist-ma er gear a Deplitz e peleac’h e kemere ann dour-kann, dre urz he vedisined, en em gavaz da zonjal ha da ober ar pez ho devoa great he dud, hep beza morse en em glevet gant-ho. Enn eul lizer skrivet gant-han d’ann Aotrou Pastored d’ann 28 a viz gouere 1842, e lavar d’ezhan ger evit ger : « Kentiz ha ma em euz klevet ann nevezenti spountuz e komzit d’in anezhi. Va zonj genta a zo bet pedi, ha lakaat pedi evit ann hini eo c’hoarvezet