Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/151

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 144 —

gant-han ar gwall daol. Trugarezusoc’h eo bet Doue em c’henver-me warlene. He drugarekaat a rann euz a greiz va c’haloun, ha kredi a rann n’en deveuz miret d’in ar vuez, nemet evit ma vezo eun deiz talvoudek d’am bro. Daoust petra vezo euz ann amzer da zont, kavet e vezinn bepred dare d’en em westla evit Bro-Chall ha da vervel evit-hi. »


————


XIV.


ANN DUK A VOURDEL E LOUNDREZ.


Ann Duk a Vourdel, evel ma hon euz he welet, a dlie ober e 1840 eun dro-vale e rouantelez Prus hag e Bro-Zaoz, da beur-achui he zeskadurez a brins. Hogen trouz brezel o veza savet etre Bro-C’hall hag ar stadou tro-war-dro, dre ’n abek ma ho devoa ar re-ma en em glevet da aoza gwall afferiou ann Turked hep lavarout netra da c’houarnamant Bro-C’hall, Herri na fellaz mui d’ezhan beachi e broiou hag a oa war var da ober brezel d’he hini. Evit da Vro-Zaoz n’ez aje ket a dra zur, enn eun amzer ma klaske ar vro-ze ober fae var-n-omp-ni ; enn amzer ma lavare he c’henta ministr en divije skubet hon armeou-ni divar ann Europa, ha great da dud hor gouarnamant tremen dre graoen ann nadoz. Ar bloaz var lerc’h e c’hoarvezaz he wall lamm gant-han, ha na hellaz ket ober he valeadennou ken nebeut. E divez ar bloaz 1843 e oe pare adarre da veachi, hag en em gemeraz da vont da Vro-Zaoz. Mall braz en devoa da ober ar veach-se evit daou dra ; evit gwelout eno eun niver