braz a Fransizien, hag evit en em rei da anaout d’ezho.
Ar veach-se a reaz kalz a dregas ha kalz a boan-spered d’ar c’houarnamant. Kalzik geier a oa bet lavaret c’hoaz divar goust iec’hed ar Prins, ha divar ben he venosiou var ar fesoun da c’houarn ann dud ; hag ar geier-ze a ioa da veza dismantret pa vije gwelet ar Prins, evel ma en em zismantr eur vrumen deo pa bar ann heol. Eseet a oe mirout na vije great ar veach-se, hogen na oe ket gallet mirout. Kaset a oe ann Duk a Nemour da Loundrez, evit distrei sonjou ha sellou tud Bro-Zaoz divar ann Duk a Vourdel, ha kas he veach da netra. Hogen ann Duk a Nemour a ieaz da Loundrez hag a zeuaz d’ar ger didrouz, hag hano ann Duk a Vourdel a ioa he genou hag e kalonou ann holl.
Ann Duk a Vourdel en devoa sonjet mont da genta da welout ann Irland, bro ar gatholiked, evit pere en devoa eur pleg-kaloun tener ; c’hoant en devoa dreist pep tra d’en em gavout gant Daniel O’ Connell, evit diskenn e Bro-Zaoz, skoaziet, evel pa lavarfenn, var ann daou zen muia brudet euz he amzer, var zaou vignoun vrasa ar bobl, O’ Connell e Bro-Zaoz ha Chateaubriand e Bro-C’hall. Rak abarz kuitaat ann Allamagn, ar Prins en devoa skrivet d’ann aotrou Chateaubriand, evit he bedi d’en em gavout gant-han e Loundrez.
E Paris, mignouned ar c’houarnamant na espernjont netra evit mirout na ’z aje ann aotrou Chateaubriand da Loundrez. Lod a zeue da lavarout d’ezhan