Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/159

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 152 —

am euz da c’houlenn, ma ho pezo, pa na vezinn mui, eun tammik sonj euz ho servicher koz.

« Beza ez ounn, gand ann doujanz ar vrasa, aotrou Prins, d’ho Huelded Roeal, ar vuella hag ar sentusa servicher,

» Chateaubriand. »

Ar pez a helle Herri da ober evit difenn he wir, a oa great. Ne oa ket enn he c’halloud pignat c’hoaz var ann tron, na kemer kurunen he dud koz ; ar pez a oa da ober evit neuze, a oa diskouez d’ar bed penaoz evit euz he du-hen netra na virje ne zistroje d’he vro. Lekeat en devoa frankisiou ar bobl var ar memes linnen gant gwiriou ar Roue, ha prouvet en devoa ec’h anaie menosiou hag ezommou he amzer. Goulenn a rea ar pez a c’houlenn ann darn fura euz ar Fransizien : Ar Roue dre c’hoad, ar gwiriou dre gannad.

Al lezenn-vamm-ze euz hor gouarnamant konstitusionel a ioa skrivet doun enn he spered hag enn he galoun. Ann holl Fransizien eat d’he zaludi hen amprouaz, ha pa he weljont a vandennadou ; ha pa he weljont pep hini enn he du. Etouez ar Fransizien-ze e oa tud ar re enorusa euz hor bro, ha dre ho c’hargou ha dre ho gwisiegez. Eat e oant da welout ar Prins, nann hep ken evit ober al lez d’ezhan, mes evit lavarout d’ezhan pep gwirionez. Diskleria a rejont frank ar stad e pehini edo Bro-C’hall, ann ezomm en deuz pep hini da gemer perz e afferiou he vro, hag ar gwir a dle pep hini da gaout da hellout mont er garg-ma-karg, mar d-eo par d’he dougen. Ar Prins ho selaoue gant plijadur, a responte gant