Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/163

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 156 —


D’ann 13 a viz kenver 1844 ann Duk a Vourdel a guitaaz Bro-Zaoz enn eun taol. Eul lizer a oa digouezet da lavarout d’ezhan e oa kouezet gwall glanv ann Duk a Angoulem he eontr. Kimiada a reaz ouz ar C’hallaoued dre ar c’homzou-ma : « Aotrounez ho trugarekaat a rann da veza great d’in kavout, epad re verr amzer siouaz ! eur Vamm-vro, » ha d’ar 24 euz ar memes miz ec’h arrue enn dro e Goritz, e peleac’h e oa mall he welout pell a oa.

Emwel ann Duk a Vourdel hag ar Fransisien a reaz re a boan spered da dud hor gouarnamant-ni, evit lavarout ne glaskjent ket en em venji. Sonjal a rejont da genta ober ho froses d’ann daou vill Gall a oa bet e Londrez ; hogen etouez ar roealisted-se a ioa kalz a dud a huel-stad hag a huel galoun, ha na oa ket eaz