Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/166

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 159 —

deuz ar pez a felle d’ezhan da lavarout, hag hel lavaret en deuz evel ma oa dleet.


————


XV.


MARO ANN DUK A ANGOULEM.


Ann Duk a Angoulem a reaz eur gwellaik, pa erruaz Herri e Gorits. Eur gaouad levenez, ar blijadur da welout ann hini a gar ar galoun ho deuz pareet meur a weach klenvejou hir ha poaniuz, mes ann Duk a Angoulem a dostee ouz he dermen diveza. Da verc’her al ludu, e lavaraz d’ann aotrou Montbel : « En em gavout a rann klanvoc’h, hirio ema ann deiz da sonjal n’ed-oun nemet poultr hag e tistroinn e poultr ; ret eo d’in en em lakât e stad. Great am euz lavarout da vikel ar barrez a zo e sizunvez, digas d’in mar gell va zakramanchou diveza. Ne