Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/170

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 163 —

oa etre tud Palez Sant-Jamm ha re ar Palez-Boeal, na c’houzanvent ket ho divije ar re-hont na great na lavaret netra hag a hellje noazout pe zisplijout d’ar re-ma.

Ar C’hont a Chambord o veza enn doare-ze merket ann hano hag ar renk a felle d’ezhan da gemerout epad he harlu, a guitaaz Goritz gand he voereb ha gand he c’hoar. Dont a rejont da gastel Froshdorff, pehini a zo var dro pemzek leo hep ken diouc’h Vienn, kear-benn impalaerded ann Aotrich, hag eno e choumjont, ho zri enn eul lod, ken na oe dimezet ann Demezell Loeiza, hag eur pennadik goude, ann Duk a Vourdel he-unan.


————


XVI.


DIMIZI AR C’HONT A CHAMBORD.


Meur ar vloaz a ioa en devoa ar C’hont a Chambord great he choaz, hag ar Brinsez he vuia-karet e devoa réuzet meur a zimizi skeduz, evit gortoz ann hini evit pehini e kave d’ezhi beza bet krouet. Dimizi ar C’hont a Chambord ne oa ket eur fest evit tud hor gouarnamant nevez, hag ann holl draou a reant evit mirout na’z aje da benn. Rei a rejont da glevout da impalaër ann Aotrich penaoz dimizi he nizez gand ar C’hont a Chambord a lakaje ienien vraz etre ann daou c’houarnamant ha marteze brezel etre ann diou vro. Ann impalaer eta, petra bennak ma plije kalz ann dimizi d’ezhan, en devoa eun tammik prideri o rei he aotreadur, hag a zalee bepred.