Hogen ar Roue Loeiz-Felep, o veza demezet he vap, ann Duk a Vompansier, da c’hoar rouanez Spagn, enep grad vad Bro-Zaoz, e savaz eun tamm rouestl etre tud ann daou c’houarnamant. Epad ma oa prederiet holl re Bro-C’hall, o klask en em wenna, hag ober ho feoc’h gant re Bro-Zaoz, impalaerez ann Aotrich hag ann Dukez a Verri en em glevaz, a bakaz aotreadur ann impalaer, hag ann dimizi a oe great enn eun taol. Ar goulenn a oe great d’ar 5 a viz du ; d’ar 7 e oe great ann eureud e Moden, dre brokuration, ha d’ann 9 e kuitaaz ar Brinsez palez he breur, evit dont da gastel ann Duk e Frohsdorff.
D’ar bemp a viz du 1846, e teuaz eta ann Duk a Levis, gant pep galloud euz a berz ann aotrou ar C’hont a Chambord, da c’houlenn digant ann Archiduk a Voden, ann Archidukez Mari-Therez he c’hoar, da bried d’he vestr iaouank. Ann Duk a Levis o veza bet digaset er zall a enor, a zougaz evel-henn ar gomz d’ar Prins rener a voden :
- Aotrou Duk,
« Ann Aotrou ar C’hont a Chambord en deuz gourc’hemennet d’in dont da c’houlenn enn he hano, digant hoc’h Huelded Roeal, ann Archidukez Mari-Therez evit pried. Euruz en em gavann da veza bet karget euz ar gefridi enoruz-se, pehini a dle starda c’hoaz mui-oc’h-vui al liammou a gerentiez hag a garantez dre bere eo unanet a bell-zo daou di brudet meurbed. Vertuziou huel ha doareou kaer ar Brinsez ho c’hoar, na hellont ket mankout da ober eurusted ann Aotrou ar C’hont a Cham-