Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/174

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 167 —


Antronoz ann Itroun ar Gontez a Chambord a zigemeraz, gand he madelez a vepred, he c'herent, pennou kear, hag ann dud all pere a zeue da ober d'ezhi ho c'hen-levenez, hag ho c'himiad. Ha d'ann 9 euz ar miz e kuitaaz Moden, evit dont da gavout ar C’hont a Chambord. Ann itrounezed Dukez a Levis ha kontez a Chabann a oe hanvet gand ar Prins d’he heulia, ha da zerc’hel mad d’ezhi enn he beach.

Ann Duk a Voden he breur, a ieaz d’he ambroug beteg ar gear a Vantou. Treuzi a rejont Moden enn eur c'harr dizolo, evit beza gwelet eur weach c’hoaz gand ar bobl pehini he c’hare kement, ha pehini a ziredaz a vac’h var he hent. N’oufac’h ket kredi betek pegeid ez eaz ar merkou a deneridigez hag a geuz a oe roet d’ezhi enn dervez ze, a behini e vezo dalc’het sonj pell amzer.

Mari-Therez a zo eur vaouez vrao-tre, huel, mentet kaer, he spered hag he madelez peintet var he dremm. Abaoue maro he mamm, gant-hi edo ann emell a bep tra e palez he breur ; ha beza ez oa eun eil vamm evit he breudeur hag he c’hoarezed iaouankoc’h eget-hi.

Epad ma teue Mari Therez euz a Voden da Frohsdorff, Herri a Frans, mall braz gant-han gwelout ar vignounez a roe Doue d'ezhan, a ziblase ivez euz Frohsdorff, evit dont var he arbenn. Ann Dukez a Angoulem he voereb, hag ann Dukez a Verri he vamm, ker c’hoantek hag hen da welout ho merc’h nevez, a zeue gant-han. Er gearik a Vruck e kavjont ann Archiduked Ferdinand ha Maksimilien a Aotrich, ha breur Mari-Therez, deuet enn he raok da aoza ann digemer. Antronoz 15 a viz du, e tigouezaz ar