Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/175

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 168 —

Brinsez nevez. Ar 16 a oa ann deiz merket evit nevezi lidou ann eureud great dija gand Eskop Moden ; hogen evel ne oa ket eaz en em gavout abred awalc’h e kastel Frohsdorff evit ann offeren, ar C’hont a Chambord a c’hourc’hemennaz e vije great al lid e Bruck. D’ar c’houezek eta beure mad, ar gearik-se en em gave drant ha klinket evel evid eur fest. Ann dud-ze a anaie pell a oa ar Vourboned, evit beza bet lod meur a weach enn ho madoberiou, hag a ziskoueze dre ho bervder hag ho laouenedigez e kemerent perz vraz e joa ann dud roeal hag enn ho eurusted. Da 9 heur diouc’h ar mintin e oe daoulined ann dud nevez ec’h hars treid ann aoter. Enn tu deou d’ann aoter, e kostez ar C’hont a Chambord, en em gave ann Dukez a Verri, hag ann Dukez a Angoulem. He c’hoar muia karet demezet er bloaz araok, ha dare da wilioudi na hellaz ket dont d’ann eureud. Enn tu kleiz, e kostez a Brinsez nevez, en em gave ann Archiduked he eontred hag he breur. Eur belek simpl a vennigaz ann eureud ; mes ar belek-se a oa eur mignoun d’ann aotrou Fraissynous, ha lezet gand hema e kichen ar Prins, evel eun eil hen-he-unan. E pep digwez euz ar vuez-ma, mouez eur belek, o komz enn hano Doue, a zo bepred sakr hag a renk beza doujet ; hogen ama, komzou ann aotrou Trebuked a zeuaz huel hag helavar meurbed.

Goude beza great, gant pep gwirionez ha dirak Doue, meuleudi ann dud nevez hag hini ar gerent euz ann daou du, ec’h achuaz he brezegen dre ar c’homzou-man :

« Priejou iaouank, brema pa ’z oc’h o vont da