Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/177

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 170 —

ann dimizi-ma, ha den n’en deuz gallet mirout ne-d-eo bet great ; fallout a ra d’ezhan brema her bennig-fenn euz he berz, hag hen ober a rann ; ma respountit da holl venosiou he drugarez var-n-hoc’h, den na hello ken nebeut terri na distrei divar-n-hoc’h ar vennoz vraz en deuz gourc’hemennet d’in skuilla var ho timizi. Bezit eta benniget hag he kear ha var ar mesiou, e pe leac’h bennak e safot ho teltou ! Bezit benniget er vro e pehini em’ oc’h evel tremenidi, hag enn hini da behini e tleit mont da choum eur weach evit mad.

« Bezit benniget enn hoc’h holl oberiou. Evit ann amzer da zont, miret d’e-hoc’h gant Doue, na glaskit ket dizolei ann traou kuzet a zo enn-hi. Eun dra hep ken, ho pezet fisianz ; kerzit bepred soun a benn ha stard a droad dre henchou Sant Loeiz ho Tad. Va mab ha me ho tiouallo, ha mar d-omp evid-hoc’h piou a vezo a enep d’e-hoc’h ? Bugale ar rouaned, selaouit mouez ho mamm selestiel, lakit he c’huzuliou doun enn ho sperejou, ha dreist pep tra heuliit-ho gant eur zentidigez a wir vugale ; frouez euz a re brizusa a dennfot anezho. Ho puez a dremeno seder ha leun a zellidou, sklerder hoc’h oberiou mad, kaeroc’h ha skedusoc’h eget hini ann deiz, a vezo evid-hoc’h evel eur vantel roeal, hag a luc’ho var ho tal evel eur gurunen a c’hloar. »

Goude ann offeren e oe dijunet, hag e oe gwelet ouc’h ar memes taol, ann dud-nevez, ho c’herent hag ann nebeudik Fransizien, ho devoa bet digant Doue ann eur-vad d’en em gavout enn deiz-se e Bruck.