Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/182

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 175 —

rien e Paris. Euz ho c’hostez, mignouned ar C’hont, pe ar roealisted, a glevaz he c’halvaden e kenver ar dud ezommek, hag e meur a leac’h euz ar vro e oe savet ijinou ha tiez labour evit ar beorien, ha dre Frans penn-da-ben e oe roet sommou arc’hant ha dre gant ha dre vil, enn hano Doue hag enn hano ar Prins ken dellezek da veza selaouet. Pobl a Vro-C’hall, goude kement-se, savit ho penn, sellit enn dro d’e-hoc’h, ha gwelit e pe du ema ho prasa mignouned.


————


XVII.


(1848)


LOEIZ-FELEP DISKARET.


D’ar bevar-var-n-ugent a viz c’houevrer, ar gear a Baris en em zav, ha Loeiz-Felep a zo diskaret divar he dron.

Ar C’hont a Chambord, o klevout ar c’helou spountuz-se, a laoskaz eur griaden : « O Franz ! o va bro ! Ha goude eur pennadik sioulanz, na hellaz ket miret da welout enn traou a oa c’hoarvezet dourn Doue hag al lezen a henvel-boan (talion) ; tri devez dispac’h evel e 1830 ; eun dilez kurunen e faver eur c’hrouadur, réuzet gant ar bobl ; eun teac’h great dre guz, eun tiad tud roeal kondaonet d’ann harlu. O justis Doue !

Planeden galet eun tiad tud bet enn he enep a douchaz kaloun ar Prins. Sonjal a rea e enkreziou ar Roue koz, e poaniou spered a Rouanez Mari-Ameli,