hag e rann-galoun he merc’h kaer ann Dukez a Orleann, gant he bugale ker iaouank ret d’ezho kuitaat ho bro.
Ar zonj se a zigasaz var he vuzellou ar pardoun a ioa pell a oa enn he galoun, hag e pede Doue d’ho diouall ha d’ho c’honforti enn ho divroidigez.
C’hoarvezout a reaz neuze ar pez hon euz gwelet e 1871. Ar bobl troumplet gant renerien fallakr, a zavaz enep ar republik nevez. Neket houn-nez a felle d’ezho, mes danvez ann dud pinvidik ; ha setu adarre ar brezel e ruiou Paris. Kement a Fransizien lazet enn eil tu hag egile a c’hlac’hare ar Prins beteg ann daëlou.
Ha da griski he c’hlac’har e klevaz e oa maro ann aotrou Chateaubriand, he vignoun braz hag he guzulier fealla. Ann hini n’en doe ket aoun o lavarout dirag he varnerien o komz euz ann Dukez a Verri ; Itroun, ho mab eo va roue.
Pa oe deuet eun tammik peoc’h e Franz, ar C’hont a Chambord a zonjaz e oa mad d’ezhan tostaat ouc’h he vro, evit gwelout muioc’h a ze euz he genvroiz, nann hep ken ann dud pinvidik, mes dreist holl tud euz ar bobl. He welout a rajent evel ma’z eo, klevout a rajent gant-han he venosiou var he fesoun da rén ; hag e vije dismantret ar geier a hade bepred divar he