Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/184

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 177 —

goust eur rum dud aheurtet enn he enep. Dont a reaz eta d’ar gear a Ems enn Allamagn, peuz dost da harzou Franz.

Pa oe klevet edo Herri er gearik-se e savaz finv ha keflusk e Franz. Ann hent a gas da zukach Nassau a oe goloet buhan a veachourien. Tremen a rann ar re binvidik evit arruout gant ar vicherourien.

Hanvet ho doa kannaded euz ho renk da vont beteg ar prins ; hag e kasent d’ezhan eur re bistolennou kaer prenet etrez-ho, gant eul lizer skrivet enn hano ann holl.

Eur blantennik fuchsia e kreiz he bleun ho doa laeret douar hag all diouc’h jardin ann Teoleri, hag a reaz eur blijadur vraz d’ar Prins, rak houn-nez a vije loden ar Brinsez.

Pa oe digoret boestl ar pistolennou, ar Prins a lammaz d’ar paper a welaz ebarz, hag a lennaz, ann daelou enn he zaoulagad, ar c’homzou-ma : « Ar vicherourien d’ar C’hont a Chambord. »

Al lizer a lavare : « Micherourien a bep stad a bed ann aotrou ar C’hont a Chambord da gaout ar vadelez da zigemeret ann desteni-ma euz ho doujanz, euz ho c’harantez evit-han, hag euz ho anaoudegez vad evit ar madoberiou en deuz kaset ken aliez d’ho bro enn he dienez vrasa. Ar vicherourien-ze n’int ket bet gounezet gant promessaou faoz eur rum dud a zo, na troumplet gant geïer mallisiuz hadet divar goust ar C’hont a Chambord. Gouzout a reont pegen huel eo he spered, pegen digor he galoun, peger gwirion eo he garantez