Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/185

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 178 —

evit ar bobl. Gouzout a reont e tistroo gant-han al labour enn ho c’hreiz, e kavo gant-han Bro-C’hall eur peoc’h paduz, gloar evel gwechall ha peb eurusted. Karet ho divije mont ho-unan da gas ho frezant d’ezhan, mes n’ho deuz ket peadra da vont beteg enn-han ; plijet gant Doue he zigas hep dale beteg enn-ho. »

O veza peurlennet al lizer, ar Prins ne bade mui, hag a lavaraz a vouez huel : « Nag euruz e venn-me oc’h ober va lod da lakaat ann dud vad-ma enn ho eaz, hag o tiskouez d’ezho anaoudegez va c’halon ! »

Ar Prins o veza roet enn taol lagad d’ar prezanchou kaer digaset d’ezhan gant ann dud pinvidik, a zistroaz d’he vicherourien, hag oc’h en em lakaat enn ho c’hreiz, e lavaraz gant drid-kaloun : « Setu-me e Bro Franz. » Oc’h penn eun hanter heur e choumaz da gaozeal gant-ho evel eur mignoun gant he vignouned, o c’houlenn digant pep hini doare euz he gerent, euz he stad, ha mont mad a rea al labour e Franz.

« Evit ar vasounerez, eme ann autrou Oudin, mestr mansouner, ne gerz ket re gaer. Ha pa choum ar mansouner hep labour ar micherou all a choum a zao. Karout a rafemp ez afe gwelloc’h ann traou endro. » « Ha me ivez, eme ar Prins, oh ! ma tepante kement-se ouz-in ? » « E amzer ho tud, me ’m euz sonj mad ez ea gwelloc’h ann traou ; ha kredi a rann ez afent gwelloc’h c’hoaz ma teufac’h en dro. Gwelit, ho koulenn a reomp nann hep ken abalamour d’ehoc’h, mes abalamour d’eomp. »