Eun hejik stard d’he zourn a oe respont ar Prins.
Abarz kuitaat Ems, ar C’hont a Chambord a skrivaz al lizer-ma da vicherourien Paris : « Gwelet am euz, gant eur galoun tenereet beteg ann daelou, micherourien a bep stad euz a Baris deuet beteg enn-oun enn eur vro estren da rei d’in testeniou kaer euz ho fealded hag euz ho c’harantez. Ra vezo al lizer-ma test ivez euz va anaoudegez-vad hag euz va c’harantez evit-ho ! Kannaded a oant aberz eleiz a vicherourien all pere na heljont ket ober ar veach. Ho fedi a rann da gas d’ho c’hamaraded va lizer ha va anaoudegez-vad.
« Klevout ez eo lavaret va hano gant karantez ebarz em bro hag er gear ez ounn bet ganet enn-hi, a zo eur frealzidigez vraz evid-oun em divroidigez.
« O lenn ann holl hanoiou digaset d’in var al lizer am euz bet, ounn bet euruz ha fier, o kounta eun niver ker braz a vignouned e renk ar vicherourien. Studia a rann hep ehan da ouzout penaoz ec’h halfenn ober vad d’ezho. Anaout a rann ho ezommou, ho buez poaniuz, ha va brasa nec’h eo en em welout re bell diout-ho, ha na hellann ket ho zikour na gwellaat ho stad kement ha ma karfenn, mes eun deiz a zeuio, hen esperout a rann, eun deiz a zeuio hag am bezo galloud da glevet out-ho, da zervicha Bro-Frans, ha da veritout he c’harantez hag he fisianz. »
- « Ems, 25 a vist eost 1849.
» Herri. »