Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/188

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 181 —


O tiskenn euz he garrons ec’h helle lavarout eur wech c’hoaz edo enn he vro, o welout en dro d’ezhan kement a vignouned, tudchentil, mistri-ijignou, micherourien, labourerien douar a bevar c’horn Bro-C’hall.

Ann eurusted a lugerne var dremm ar Prins, dîja ken nobl, ker spereduz, ken digor, ken karantezuz. Eur gomz vad a lavare da bep hini euz he vizitourien, hag ar re-ma ne oant ket nebeutoc’h euruz.

D’ann 10 a viz eost ar Prins a gwita Kologn var eul lestrik, da vont da Wesbaden. Mar boa great lid karanlezuz d’ezhan dre gement leac’h ma tremene divar vordou ar ster, e Weisbaden ann digemer a oe dispar.

Antronoz e tigoraz ann digemeredigeziou a roaz ar Prins d’he dud, hag a zo bet kement a gaosiou divar ho fenn dre ann holl Europa. Eno al labourer douar kouls hag eur Par a Franz s rea d’ar Prins ar goulennou a gare ; a zivize gant-han var ezommou ar vro, ha var ezommou ann douar ; ha bep-unan a vije souezet o klevout responchou ar Prins var bep tra. Eun anaoudegez barfet en devoa nann hep ken euz he vro, mes ivez euz ann dud a ioa e karg, ha dreist-holl euz ar re a rea vad d’ar bobl. Lavarout a rea : « Ober vad da dud va bro a zo ober al lez d’in-me. »

Da c’houel Maria kreiz eost, ar Prins a glevaz ann offeren e iliz veur Weisbaden. Kreiz ann iliz a oe karget gand ar Fransizien ; tud kear hag ann diavezidi a choumaz er c’hostesiou. Vad a rea d’ar galoun gwelout mab bihan Sant Loeiz hag Herri pevar daoulinet e kreiz he vignouned, o pedi var eun dro gant--