Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/190

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 183 —

veza deuet a gen pell d’he welout. Ne oamp evit lavarout ger, ann daelou a droc’he d’eomp ar gomz. Setu hen aze, a lavaren-me em c’haloun, mab bihan Sant Loeiz hag Herri pevar, ar c’hrouadur koant a welemp e Paris daoulagad c’hlaz ha bleo melen d’ezhan. Hirio eo eun den leun a nerz, a iaouankiz, kaer e pep giz ; a gomz euz Bro-Franz evel pa n’en divije biskoaz he c’huiteet ; a zigemer ann holl Fransizien evel mignouned. Pa gomz ouz-hoc’h, ho kaloun a lamm ; pa voask var ho tourn, n’oc’h mui d’e-hoc’h, mez d’ezhan penn ha troad.

D’ann 20 a viz eost, e oe roet eul lein vraz d’ar vicherourien. Dek kouvert ha tri-ugent a oa var ann daol. Tudchentil ar re vrasa a oe karget da gas ar banked en dro, ha da azeza ama hag ahont mesk-e-mesk gant ar vicherourien, evel tud eur memez ti. D’ann desert e teuaz ar Prins er zal. Ann holl a zavaz enn ho zao. Ar Prins a ia tro ha dro d’ann daol, gant eun dremm laouen ha komzouigou karantezuz meurbed. Arruet er penn pella, e kemer eur weren, ha gant eur vouez skiltr evel m’en deuz : « Da iec’hed Franz, Aotrounez ! Da iec’hed hor mamm bro ker karet ! »

Hag ezomm ez euz da lavarout gant pebez trouz, gant pebez tan e oe digemeret ar iec’hed-se ? euz ar galoun e teu, ha kalounou ann holl a responte.

Pa oa ehanet ann trouz, eur micherour a c’houlennaz dougenn eur iec’hed ivez d’he dro. Ar iec’hed-se d’ar Prins a ioa c’hoaz eur iec’hed da Franz ; rak, kaer a vezo, biken ne vezo torret al liamm a stag Bro-Franz ouz ar Vourboned. Ar iec’hed-se a oe digemeret