Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/191

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 184 —

gant strakl ha drid-kaloun. Daouarn ann holl a oa astennet var zu ar C’hont a Chambord ; kalonou ann holl a lamme evit-han ; ar Prins a oa tenereet holl, hag ar vicherourien ne oant ket nebeutoc’h.


————


Epad ma edo ar Fransizien e Weisbaden, kement tra gaer a oa e kear da welout a oa enn ho gourc’hemen, hag ann holl a veule ho furnez hag ho zevenidigez.

Evel na helle ket ar C’hont a Chambord rei audianz d’ann holl vicherourien ann eil goude egile, e roaz d’ezho da c’houzout en divije digemeret tri anezho choazet gant-ho ho-unan. Hag e hanvjont Petit, papeter e Paris ; Mathias, diprer ; ha Salat den a vureo.

Ar re-ma a gountaz d’ar Prins en hir gomzou ar stad emedo ann dud a labour e Franz. Hag hen a zivize gant-ho var bep tra, evel eun den hag en devoa studiet a zevri ann holl bouenchou a zelle out-ho.

Komz a reaz gant tristidigez euz ar merc’hed iaouank bugale ar vicherourien baour, troumplet dizenoret kement anezho gant likaourien fallakr. Diskouez a reaz penaoz e vije gallet rei deskadurez d’ezho, ho lakaat e koumanant, hag ho dimizi zoken diouc’h ma ho divije labouret.

He galoun a oa ivez prideriet braz gant ar vicherourien vad-se, pere, al labour o vankout, n’hellont mui maga ho bugale, ha ne fell ket d’ezho koulskoude astenn ann dourn. Nann, eme-z-han gant tearded, ne ket pa vezo gwerzet ho zammik arebeure eo e tle