Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/195

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 188 —

devez ho divije ezomm euz ar gwerr-ze da iec’hedi da Herri V e rouantelez he dud koz.

Ar Vretouned a zistroaz d’ar gear evel ar vicherourien, laouen ha fouge enn-ho da veza bet o welout ho Frins. Beachourien nevez a zigoueze bepred e Weisbaden, hag e oe ret d’ar C’hont a Chambord choum c’hoaz eun devez bennag er gear-ze. Ann tamik dale-ze a reaz tu d’ezhan da rei eur skouer vad d’he vignouned ha d’ar bed.

Dont a reaz ar c’helou e oa maro Loeiz-Felep. Ar C’hont a Chambord en em lekeaz ractal e kanv gant tud he di. Ha kemenn a reaz d’ar Fransizien a oa e kear e vije lavaret antronoz, 27 a viz eost, eun offeren ganv evit he genderf tremenet. Pebez sonjou a zeue e spered ann den, o welout divroad 1830 daoulinet e kreiz he vignouned, o pedi evit Divroad 1848. Goude ann offis, ar C’hont a Chambord o klevout e oa ann aotrou Becdelievr euz a Naouned o vont da vervel, ez eaz a brez-kaer d’ho welout, eur weach c’hoaz. Pa erruaz edo ar Bretoun o paouez mervel. Mab Sant Loeiz a zaoulinaz da bedi evit eur mignoun ker kalounek ; hag ho kemer etre he zivreac’h mab iaouank ann aotrou Becdelievr, e veskaz he zaelou gant re eun tiad tud, braz ho glac’har.

D’ann 31 a viz eost ar C’hont a Chambord a gwitaaz Weisbaden da c’houec’h heur diouc’h ar mintin. O tont er meaz euz he di, en em gavaz ar Fransizien deuet eno da ober d’ezhan ho c’himiad diveza. Eun deiz araok en doa lavaret : Nann Adeo ! mes d’ar c’henta gweled ! Ha da ziskouez d’ezho he garantez, e lezaz he garrons evit mont gant-ho var droad d’ann