Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/197

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 190 —

c’harfe ket ! A beleac’h eta e teu eun dra ker souezuz ? Dre n’eo ket anavezet ar Prins ; Dre ma’z euz bet hag a zo c’hoaz tud fallakr hag a feiz fall oc’h he zikrial bemdez hag o rei da gredi d’ar bobl dizisk n’en deuz Herri V ken sonj nemet da zigas endro lezennou ann amzeriou koz, ann deog, ar c’horveou, privilachou ann noblanz ha re ar veleien, prizoun ha tan d’ar re na heuliint ket he relijion, ha traou all ker sot pe zotoc’h ha n’oufent ket dont e spered eun den enn he skiant vad. [1].

Ret eo eta achui ar vuez-ma dre eur skrid hanvet e gallek : Henri V jugé par lui-même. Ar pez a zo : Herri V diskouezet petra eo dre he gomzou he-unan. Ha neuze darn euz ar pevar lizer skrivet gant Herri V d’ar Fransizien abaoe m’ema ar Republik gan-eomp.


————
  1. Souezet ounn n’int ket eat beteg ar profed Samuel da glask gwiriou ar Roue da zigas var-n-omp, I reg. VIII, 11.