Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/202

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 195 —

ghervel a rann d’am skoazia dre ho gouizieghez, dre ho bolontez vad, dre holl nerz ho divreac’h, evit savetei ar vro, beza kred evit he amzer da zont. Ha digas d’ezhi, goude kement a drubuillou, kement a chenchamanchou, kement a walheuriou, deisiou nevez a c’hloar hag a eur-vad.

22 a viz kerzu 1850.

————

« N’ounn ket banniel eur rum hep ken ; ne fell ket d’in distrei evit ren dre c’halloud eur rum hep ken. N’em euz venjanz ebed da denna, fortun ebed da ober nemet hini Bro-Franz. Hag ec’h hallann kemer a gleiz hag a zeou al labourerien a zeui gant lealded hag a galoun vad da rei d’in beb a daol skoaz da gas va labour da benn. »

8 a viz maë 1871.

————
Herri V ne vezo ket enebour da wir lezennou ar bloaz 1789.

« Ar c’hement-ha-kement (pe ann ingalder) dirag al lezen, ar frankiz da bep-unan da heulia he relijion, ann hent digor da bep den, hervez he c’halloud war ar c’hargou, war ann enoriou war ar gounidou leal ; ann holl reolliou brudet-ze, mad evit bobladou-tud desket ha kristenien, ho c’harout a rann, ho enori a rann evel ma rit hoc’h-unan, hag evel ma ra ann holl Fransizien.

Lizer d’ann aotrou Berryer 23 a viz kenver 1851.

————