Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/207

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 200 —

sperejou warzu ann traou kaer ; poania hep ehan da rei d’ar vro ar pez a zigas ar boblou kré, brudet ha doujet, da lavarout eo ar vertusiou. Enn eur gher, fallout e ve Franz ar ghenta bepred ha dre ar feiz, ha dre ar galloud, he dre ann enor. »

15 a viz du 1869.

« N’hen ankounac’hait ket, dre ann distro da feiz he zud koz ha d’ho enor, eo e kavo adarre hor bro gaer, eur moment disterreet, he galloud hag he gloar. »

9 a viz here 1870.

————
Herri V a aotreo a-nevez he frankisiou d’ar vro.

« N’euz nemet ar rouantelez savet a-nevez ha diazezet war ar gwir en deuz ar mab da heritout d’he dad eur rouantelez goestl da glevout ouz ezommou ar vro ec’hiz ma ’z eo great gant ar chenchamanchou c’hoarvezet enn-hi abaoue hanter-kant vloaz ; n’euz nemet ar rouantelez-se a ghement a helfe kas a-raok kenver ha kenver mad ann holl ha mad peb-unan ; gouaranti he wir da bep perc’hen, ha rei d’ar Fransizien evit mad ar Frankiziou ho deuz ezomm. »

22 a viz kerzu 1850.

————


« Fransizien, eur rouantelez a fell d’ehoc’h, dre ma hoc’h euz anavezet eo hi hep ken a hell rei d’ehoc’h adarre, gant eur c’houarnamant reiz ha paduz, peoc’h ha fisianz da virout ar pez a zo d’ehoc’h a berz vad ; gouarantiz evit ho kemverz bag ho kounidou ; eur